ar justiç, an dud a ilis, an dud a vrezel, da antretien an hentchou, ar rivierou, ar pontchou, an hospitaliou, ar scoliou public, ar prisoniou ; hac an etablissamanchou all public. Peb-hini a dle paea evit an dra-se herves e voyen hac herves ezomou ar gouarnamant, pere so examinet bep bloas gant deputeet an departamanchou. An dra-se a so just ha sacr ; na ve qet rêsonaploc’h en em refusi d’en acquitta eguet da baea peb-hini e lod en un association particulier. Gouzout a ràn ervad e zeo avichou an impodou gouall bonner ; mes petra da ober var se, pa zeo anavezet an dra-se necesser ? Ar rêson eo ouspen evit ma vezo partaget mad ar bec’h, rac seulvui e zeo carguet ar c’har, seulvui oc’h eus c’hoant e chasfe ar c’hezec, hac ar fouet a avertis an hini a falvesse dezàn lezel ar re-all da ober tout.
Na vurmuromp qet eta a enep ar gargou public, ha dreist oll, na esperomp qet en em exanti dre nep digare na guevier. Un ompinion faus eo sonjal neus qet a zroug o trompla an tenzor public hac ar berceptourien. N’en em lezit qet qemer gant ar seurt rêsoniou-se ; rac istre ma zeo se miret madou ar re-all, qencoulz evel ma vez nonpas paea un dle all, e zeo ivez ur voyen da baea muioc’h eguet na vije grêt. An amand a so aze evit ma paeo ar frauder a vezo disoloet dleyou e gamaradet, hac ar guennec en deveus gounezet ar gaou, a deu da goustout pêvar real.
Miromp c’hoas da gredi e zomp savantoc’h