Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/229

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
223
Simon a Vontroulez

tration, tribunaliou, un arme ; hac e zeo just, qement evel ma zeo disespanç, e contribufe peb-hini evit e lod d’ar gargou commun-se : an dra-se eo ar sacrifiçou.

An act eus an association vras-se, e zeo an dastum eus an oll lezennou, e pelec’h an oll gonditionou a so expliqet. Hac evit na ello den lavaret e zeo bet imposet ar gonditionou-se dezàn dre gapriç hac hep e gonsantamant, al lezennou n’e dint grêt nemet dre anaoudeguez an deputeet, pere so bet choaset gant an nation evit e represanti ha difen e droajou. Da viana, evelse emedi en hor bro, ha n’en deo qet un avantach a nebeut importanç beva en ur vro e pehini e jouis ar bobl eus ur seurt privilach. Ret eo eta en em disqeus dign, en eur oboissa gant acqed d’al lezen, da lavaret eo, ous en em absteni eus a guement a zifen, hac ous en em soumeti da guement a gommand.

Ar pez a zifen al lezen, eo ar pez a ell noazout d’an oll. Mar bec’h eta tentet da implija an nerz pe ar finesse, evit servicha hoc’h interest divar goust un all, pe an oll, laqit eves mad na deufec’h oc’h-unan da veza tromplet ; rac ar justiç a vezo habiloc’h eguedoc’h ; eul lagad e deus hac a vel dre adreus peb tra, hac a dost hac a bell, hac ur vrec’h pehini en em hasten herves e bolontez.

Ar pez a gommand al lezen, eo ar pez so necesser da vad an oll, da interest ar gommunaute. Evelse eo ret caout impodou, evit pourvei da frêjou ar gouarnamant, an administration,