honest. Evelse, dre exempl, al lezen, pehini na ell qet rigoriusaraant gouzout en avanç qement a ell erruout, e deus dleet posi certen termen da dalvoudeguez certen angajamanchou, evit diarben an difficulteou a elfe dont deus o badelez hep difin. Mes, ne zeus qet a dermen evit ar gonscianç : evit m’en em gredo qittes an den honest, neo qet aoüalc’h ne alfet mui goulen netra outàn ; ret eo en devez accomplisset e angajamanchou, Er c’hâs-se nac e meur a hini all, interrogit eta ho conscianç, ha na invoqit enep dezàn benefiç al lezen, nemet e qement ha ma zeo a accord gant al lealdet.
Guelomp bremâ ar pez a sell ous ar rapport oc’h eus gant an dud all, ha tremenomp d’al loden all eus va jurisprudanç.
Pa en em associit gant unan benac evit ur
c’hommerç, pe un antreprenanç, e rit un
arranjamant evit m’en devezo peb-hini e lod
er profit, ha ma suporto peb-hini ivez e loden
deus ar c’hargou hac ar c’hollou. Er memes
tra eo er societe ; hac evit jouissa deus an
avantajou a assur da beb-hini, eo ret ivez da
beb-hini en em soumetti d’ar sacrifiçou a c’houlen.
An avantajou-se so principalamant da voarantissa
an den ha droajou an oll ha re peb-hini,
a enep attacou ar re grén ha mechant ; evit se
e zeo ret e vez ur gouarnamant, un adminis-