teir dra : ar guenta, e zeo ret c’huessa mad ar gibier, ha staga mad ar c’habest, da lavaret eo, gouzout da biou presta, ha qemer an oll surete convenabl ; an eil, e laqer da vervel ar vezen eus a behini e falvezer tenna re a frouez, da lavaret eo, an arc’hant pehini a brodu muioc’h eguet na dalvez, a so e risq bras da veza collet ; an deirvet, n’en domp mestr nemet d’hon yalc’h, da lavaret eo, e zeo follentez en em angaji evit ar pez na bosseder qet, ha n’en deus den ar pouvoar da exposi ar pez a apparchant d’ar re-all.
Bezit fidel d’ar maximou-se, ha n’ho pezo chican na gant creançourien na gant dleourien. Ententet mad eo gouscoude, na gomzàn amâ nemet eus a afferaou, ha nonpas eus ar prestou a oblijanç pe a charite, e pere e rear, en ezom, ur sacrifiç herves ar voyen, evit ar blijadur da veza util, An dra-mâ so un dra all, hac un dra meurbed agreabl hac enorabl ; mes repeti a rìn c’hoas, memes er c’hâs-mâ, n’en doar mestr nemet var hon yalc’h, ha den n’en deveus ar güir da veza oblijant ha charitabl gant danvez re-all.
Ret eo e respecti, ar madou re all-se, betec er bianna traou. Un tamoezen pe ur batatezen demeus a barq hoc’h amezec, un aval deus e verger, na apparchantont qet muioc’h dêc’h eguet an oll eaust. Neo qet qestion da lavarat : Bah ! petra eo an dra-se ? rac ma lavarfe an oll qement all, an hed a vez dornet, ar patatez hac an avalou a vez dêbret qent ma elfe ar