Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/226

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
220
ŒUVROU DALIF

perc’henner beza bet dastumet netra. 'Va hini ha da hini a so diou gomzic bian hac a lavar brassoc’h eguet na zint. En em glêvet a reont en peb tra, hac e formont dre oll muraillou clôs, hep pere na vez surete evit den. Da hini a glôs an ty, ar parq, ar vreg, ar vugale, ar servicherien, ar meubl, an danvez pe ar baourentez eus va amezec ; ha na ellàn douguen na va dorn na va c’hoant var se, rac ne fell qet dìn e tougfe nac e c’hoant nac e zorn var ar pez a ranferm va hini.


————


Mes cetu amâ ar moment da gomz demeus ur perc’henniach all, muioc’h sacr eguet an oll madou materiel-se : an enor a fell dìn da lavaret.

An enor eo ar gaera eus an oll binvidiguezou ; rac an hini a gonserv an enor, goude beza bet collet e oll draou all, a ell c’hoas en em gonsoli, ha memes repari tout ; ellec’h ar c’holl eus an enor na eller qet da repari, ha ne alfe biqen oll madou an douar dont d’e adprena.

An enor so evel ur roc’h e creiz ar mor ;
Lounqet en un isfond, ne deus mui nep digor.

Attaqi un den en e enor, e zeo eta ober dezàn muioc’h a c’haou eguet attaqi anezàn en e vadou. Evelse, ar medisant hac ar c’halomniatour a so tud muioc’h da redouti eguet ar brigantet armet hac al laeron nôs. Ne zeus a guen redoutabl nemet ar re a zelaou anezo hac a ya