Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/224

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
218
ŒUVROU DALIF

se dirac al lezen ; respont a rit deus eguile dirac Doue ha dirac ar bed. Qementse oll a so ur garg vras, hac unan deus ar re a meus bet ar muia aoun da velet poeza varnòn ; rac nebeutoc’h incommod eo santout var ar c’hein ur palevars hed a apparchant deomp, eguet delc’hel etre an daouarn ur garafen cristal, scànv hac êzet da derri, eus a behini e respontomp da un all.


————


Ur vech benac emeus rancontret tud habil bras da ancouât penaus ar pez a voa bet prestet dezo a voa danvez un all. Maleurusament evito, ar greançourien, e general, o deus guelloc’h memor, hac e teuont alies da gaout sonch ous hini an dleour er moment an nebeuta a propos. Ounnes eo unan eus ar zourcennou a gresq ar rivier dour lous eus ar chican. Falvezout a ra dec’h-hu gouzout ar voyen da nonpas beza treinet ganti ? Cetu-én amàn :

Mar deo qestion da ampresti, sonjit ervad en diou dra : da guenta, e vezo ret ranta, hac e zeo an aqed merc’h d’al lealentez, ha mam d’an istim ; d’an eil, penaus un amprest a so ur c’habest endro da benn an dleour, hac eus a behini ur penn a chomm etre daouarn ar c’hreançour ; pe c’hoas, an dleour so ur gibier a behini na vez james collet ar guel eus e fri gant ar c’hreançour.

Mar deo qestion da bresta, bezit sonch en