Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/223

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
217
Simon a Vontroulez

an anevalet nemet en em reprodui, elec’h an den en em guntinu. Al lüe, an hebeul hac an azennic bian a so estranjour d’ar re o deus roet dezo ar vuez, qerqent ha ma ellont tremen eus o soign. Va mab a so un all va-unan, ur suit eus ac’hanòn, da behini e lêzàn va hano, va madou, va reputation, va enor, mar ameus bet ar boneur d’o acquisita. Ar pez a lezan dezàn a so qen sacret etre e zaouarn evel ma zoant etre va re. Evelse ivez al lezen e deus qemeret soign d’e brotegi en e jouissanç, e câs m’en em guefe re yaouanq evit o difen e-unan : Rei a ra dezàn, betec e vajorite, un tutor, pehini a rent responsabl eus a dout.

Fonctionou an tutor-se a so delicat ha difficil, hac ec’h angajàn ac’hanoc’h, va mignon lenner, da nonpas o accepti james dre scànvadurez. Mes, mar doc’h forcet da se, pe dre ho position, pe dre hoc’h enor, pe dre ur santimant benac a anaoudeguez vad pe a garantez, e reot mad nonpas conclui, er galite-se, nep seurt act, da nonpas disposi deus nep arc’hant, pe d’ho minor pe dêc’h, da nonpas anfin rei nep sinatur, hep beza qent se, consultet un den sclêrigennet mad var an afferaou-se. Hoc’h interest oc’h-unan a zepant eus a se, coulz hac interest ho pugale oc’h-unan. Ajouti a rìn, en eur dremen, penaus, ar galite a dutor na impos qet hepqen an dever da veilli var interest materiel ar minor, mes c’hoas da evessat var e ziscadurez, var e vividiguez ha var e gundu. Respont a rit eus ar c’henta demeus an deveriou--

19