na douar, nac atelier, e zeus ivez tud ha n’o deus na ty soul, na craou, na parq. Ar re-mâ gouscoude o deus c’hoas un draic benac : beza o deus ar baeamant a c’honezont en eur labourat ; ar baeamant-se eo o ferc’henniach, pa o deus er gounezet, hac e zeo ret e baea dezo gant soign ; rac ar marc’h a deu dious e labour, a so dleet dezàn e guerc’h, ha ma n’er roer qet dezàn, e vezo tentet eus a hini e amezec.
Ar pez en deus un den acquisitet, a apparchant d’e vugale, goude e varo, pe d’an heritourien all a chom. An dra-se a so just ; rac ar brouç a vev var ar c’hriziennou en deus poulset ar vezen. N’a c’houlennit qet eta perac e possed emâ madou, hep beza grêt netra evit o c’haout : e dad pe e dad-côs en devoa o gounezet dre e labour, pe dre e servich, hac ec’h apparchantont dezàn legitimamant. E lec’h o c’hontesti dezàn, labourit oc’h-unan evit assuri fortun ho pugale. Ar sonjeson-se eo a dle rei ar brassa courach, ar muia a ardor, a ell evit ar guella excita ar speret hac an injin ; hepti an anter a oberou an dud na vijent qet bet grêt ; hepti, da betra mad dispign calz evit sevel un ty solid, pa na zeus nemet nebeut a vloaveziou da veva ? Da betra mad planta güez, dindan pere na ellot qet diseolia, hac eus a bere na ellot qet guerza an troad ? Mes ober a rear qementse oll, rac tleout a reomp lezel d’hon bugale pe d’ar re a garer, ar frouez eus ar c’huezen hac eus an espern. Couzout a rit-hu unan eus ar pez a zifferant an den deus an anevalet ? Dre na ra