digaç d’ar respet evit ar perc’henniach.
Gouzout a ràn ervad e tle avichou seblantout
injust guelet certen lud o possedi calz a zanvez
hep en em rêi ar boan da labourat, epad ma
possedomp nebeut aoüalc’h, peguement benac
e labouromp calz. Mes, mar sonjer ervad en
se, e santo peb-hini, goude tout, penaus gant
e labour ec’h ell da viana possedi un draïc
benac, ha pa na vez nemet e vele, e zillad, ha
na vez qet contant da veza chagrinet er
bossession-se. Ar c’hy bian a gred grinçal e zent
ous ar mastin a deu da c’hoessa e damic ascorn.
Al lapoussic bian en em revolt coulz hac ar
c’hudon, pa deu ar goucou d’en em ampari
deus e neiz. Qementse a zisq e zeus en speret
qement en deus buez, un instinq pehini a
inspir an attachamant d’ar pez a apparchant
deomp. Etouez al loened brut, an instinq-se
a ya bete d’an ezom d’en em ampari deus ar
pez a so d’ar re-all ; etouez an dud, pourvezet
a rêson, hac o deus ar santimant eus ar pez
so just hac injust, e zeo accompagnuneqêt eus
a respet evit madou ar re-all. An hini a vanq
d’ar respet-se, en em expos d’ar bunition, d’ar
venjanç ha d’an iffamidiguez. Ha n’en deo qet
güir ne fell qet dêc’h e c’hoantafet ho ty soul,
ho craou, ho parq pe ho stal ? Respectit eta
oc’h-unan maner, douar, pe atelier bras an
den pinvidic ; rac, ma noc’h eus na maner,