mignonet, e zeo hini ar virionez. An hini a so güirion, a so puissant ; an hini a fell trompla, a so tromplet ; rac ar feiz vad a vale e compagnunez gant ar güir-vad, hac ar falsentez e deus dre oll ur bosition faus. Ne zeus nemet an den honest ha vertuzus a ell beza franq, rac n’en deus netra da guzat ; mes an hini en deus concevet un dessign fall, pe coumettet un action mechant, na ell qet miret ouc’h ar gaou. Ar c’henta so en ur redouten formidabl ; tachomp d’en em blaci eveltàn ; mes arabat eo d’hon lealdet, evit se tout, hon ampech d’en em laqat var eves a enep dessiniou eguile. Gallout a ellàn en em fiout er c’hy a deu d’am cherissa ; mes tleout a ràn evessât mad ous pao voulous ar c’has. Calz a feiz vad hac un disfianç rêsonapl ; cetu aze, va mignonet, an daou secret da gaout bepret rêson, ha da nonpas beza james tromplet.
Mont a rit da c’houlen diganén perac e comzàn deoc’h a sincerite abalamour d’ar respet humen evit un all : rac ma zeo, herves va avis, ar guevier hac an dromplerez ar viçou ar muia lach hac ar villa, hac er memes amzer unan eus ar brassa outrach eus a behini ec’h eller en em renta coupabl en andret ar re-all. Pardoni a rìn qentoc’h d’ar bleiz a so deut da anlevi dìn e creiz an deiz dirac va baro unan eus va dénved, eguet d’ar maltr a so en en risqlet e cuz evit goada va dubeet epad an nôs.
A hend all, evel m’en em dalc’h oll en hon deveriou hac en hon interest, an dra-mâ hon