Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/217

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
211
Simon a Vontroulez

d’an dud honest o deus bet confianç em avisou.

Grêt e meus eta se, hac e sonjàn er c’hoarz a druez hac a zisprisanç da behini e teufe va faouric scridic da veza an objet, ma tiguesse cueza etre daouarn ur boned bras benac diouc’h ar pales, accustumet da gompagnunes bouqinou côs ha leun-boultr. Lêzit anezo da c’hoarzin, ya mignon qenvroad, ha marteze, mar am c’hredit, e c’hoarzot-hu d’an diveza. Ne zàn da recita dêc’h na gregach, na latin, na gallec côs ; mes mar deo ret caout calz a sqiant evit comz demeus ar justiç hac evit he renta, na zeus qet ezom eus a guement evit e fratica ha senti diouti ; hoguen, eno eo tout hon affer deomp-ni. Lezomp eta da ober o micher d’an dud a lezen, ha tachomp da rei dezo an nebeuta labour possubl ; mes gouscoude, ne boulsomp qet re bell an dra, ha gouezomp ivez caout recours dezo, pa gommando deomp an necessite pe ar brudanç.

Anavezet a meus ur medicin habil a lavare : Ezetoc’h eo diaraugui ar c’hlenved eguet yac’hât anezàn. Credi a ran evelse, va mignonet qer, penaus e zeo calz ezetoc’h tec’hel dious un affer fachus, eguet d’en em denna diouti ur veach ma zoar antreet. Pa vez izel an dour, ec’h eller ober ur chausser ; mes, mar teporder livad dour, e treino gantàn an douar hac ar pleinch. Cetu aze ar pez a dleer sellet pis a ziarauc ; rac, mar oc’h eus c’hoant el lavarfen dêc’h, ar sqiant vad a so ul luneden hir a ra guelet a bell an droug bac ar vad. En defaut eus