Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/216

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
210
ŒUVROU DALIF

varat, hep vanite, e zeus nebeut a avocadet en arrondisamant a bere ar gabinet a vez qen achalandet evel ma zeo deut va hini en nebeut a amzer. Güir eo ne guemeront qet ar memes moyen, hac e coust muioc’h en em adressi dezo ; mes deus ar c’hostez all, e reont en general ar pez a ellont evit caout an aliessa hac ar pella amzer possubl visit ar memes cliantet ; e lec’h me, er c’hontrel, ne meus bet biscoas qement en c’hoant eguet da echui gant an afferaou ha gant an dud.

Petra benac a vez, ar gonfianç-se a behini em enorer, e deus imposet dìn deveriou, hac e zòn en em gredet oblijet, evit respont dezi convenablamant, da acquisita certen anaoudeguez pere a vanqe dìn. Ar studi bian-se, ar reflexionou e deus inspiret dìn, hac an experianç en deveus roet dìn ar pratiq, o deveus va c’hunduet d’en em formi, nebeut a nebeut, em fêçon, ur seurt jurisprudanç a sqiant vad meurbet simpl, da lavarat eo, ar sqiant eus an droat, pe an anaoudeguez eus al lezennou, pehini na meus james manqet da gonsulti abaoue, hac a observàn c’hoas gant soign vras e peb circonstanç ma vez recours d’am nebeudic a sclêrijen.

O sònjal en se, e zeus deut em speret na rafen qet marteze fall da laqat dre scrit ar principou demeus va jurisprudanç, o credi e teuje an dra-se, en occasion, da espern dìn calz a gomzou ; hac erfin, pa ne vezìn mui, ec’h elfen, dre ar voyen-se, renta c’hoas ur servich benac