Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/215

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
209
Simon a Vontroulez

mad ar pez a dalvez ; evelse ivez e vez ur follentez nonpas profita eus a hini ar re-all, pehini a eller caout evit netra. Ma lavarfen dec’h : « Va mignon, cetu aze un ty a metus savet, e rêi a ràn dêc’h ; » na vec’h-hu qet charmet ec’h espernfen dêc’h evelse an ambarras hac an dispign da laqat batissa oc’h-unan ? He bien, ar presant demeus un experianç acquisitet oll a ell espern dêc’h c’hoas muioc’h a soign, a amzer hac a arc’hant. Na zisprizit qet eta anezàn, va mignon lenner, ha divezatoc’h ec’h anavezot e talveze aoüalc’h ar presant-mâ un all.


Simon a Vontroulez.





JURISPRUDANÇ


Simon a Vontroulez.


————


Abaoue ma meus quittêt ar c’hommerç ambulant e pehini emeus acquisitet muioc’h a renome vad eguet a zanvez, e zoar en em aviset, na ouzòn qet re perac, d’am dransformi, em brô, en un espeç avocat, ha goude beza grêt va afferaou mad pe fall, e meus ranqel, en despit dìn, en em occupi demeus a afferaou ar re-all. Dre ma roàn va c’honsultationou atao evit netra, emeus calz a braticou ; hac ec’h ellàn la-