Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/218

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
212
ŒUVROU DALIF

an instrumant precius-se, ne valeer nemet evel un anter-dall varzu unan pe varzu un-all. Excuzou paour eo ar re-mâ : na vouien qet… piou en divije lavaret ?… gallout a rêt credi ?… etc. An dud sot o deus alies da ober ar seurt exclamationou-se ; mes an dud fur n’en em exposont qet da se, rac o luneden a avertis anezo en avanç.

Falvezout a ra dêc’h-hu, va mignonet, beva e peoc’h, conservi ho repos, ho cousqet hac ho tanvez ? diou dra so da ober evit se : da guenta, tec’hel ous peb tabut ; d’an eil ; tec’hel ous peb tragas gant ar societe. Ar re-se so an daou boent principal eus va jurisprudanç. Guelomp peseurt principou simpl a ellomp etablissa varnezo.


————


Ar c’henta ezom eus an den, eo da nonpas souffr droug ; ar c’henta dever, dre gonseqant, eo da nonpas ober qenebeut d’ar re-all ; hac ar c’henta articl eus hou jurisprudanç, a vezo emâ : Ne ra qet da un all ar pez na garfes qet a vez grêt dit da-unan.

Desirout a reomp-ni jouissa hep troubl eus hon boneur, eus hon danvez ha demeus hon droajou hon-unan ? respectomp un all en e bersonach, en e zanvez hac en e enor. Rac ar c’hy a grog a vezo croguet ; ar c’haz a laer a vezo bazatêt ; ha da bep aneval mechant a bêvar pe a zaou droad, punition a vezo dleet.

Sonjit ervad penaus ar goal-drêtamanchou hac an injuriou ne roont güir nemet d’an hini