ma en deus desseign ar Brovidanç d’hon eprouvi, peb resistanç violant eus hon peurs a vez impuissant ha coupapl dirazàn. An nerz, er c’hâs-se, eo ar baciantet. Petra falvefe dêc’h opposi d’ar c’hlénved, d’ar boan ? Mar oc’h eus, dre ho faut, meritet ur bunition eus a beurs ar magistratourien, pe deus a beurs ar re o deus an droat d’o inflija dêc’h, petra c'honessot-hu ous en em revolti a eneb puissantoc’h eguedoc’h ? Mar teu ar fortun da refusi dêc’h e faveuriou, peguement benac oc’h eus grêt ho possubl evit e renta favorabl dêc’h, da betra e servicho hoc’h amportamant a enep dezi ? Amâ eo e zeo ret stoua ar penn ; rac ar rausqlen e deveus pleguet en em sav goude an tempest, e qeit a ma zeo bet disc’hriziennet an derven nerzus, pehini n’en em sav mui. Piou benac en em obstino da grêgui gant e zent en ur vilien, na barveno nemet da frailla e zent. Pa na c’hoes qet an avel var eün, ar vatimant a ell choas avanç en ur redet bordeadou gant perseveranç ; mes en ur c’halm plat, e vean e teu da vanoeuvri ha da zisplega e voeliou. Paciantet ! esperomp e savo an avel a nevez. — Mes, a lavarit-hu, mar dale, e zeomp da vervel gant an naoun, rac ar bourvisionou a vanq deomp. — Respont a rin dêc’h : Paciantet c’hoas ! ha mar bez ret, en em resinomp, pa na ellomp qet commandi d’an elemanchou.
Disqeuzet emeus dêc’h penaus ar viçou a deu da c’henel ar viçou ; guelet a reomp bremàn penaus ar vertuziou a deu ivez da c’henel