Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/211

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
205
Simon a Vontroulez

en antrepren, en deus examinet mad hac én a voa possubl, hac en deveus en em lavaret fermamant : Me fell dìn en accomplissa. Gouzout a rit-hu pehini eo ar puissanta eus an oll linvierou ? ar volontez vad eo. Ganti, ar pez na vouiet qet, en desqer ; ar pez na ellet qet, er grêr. Ur vouialen anchanter eo, a laqa parissa peb ressourç, ha disparissa an ampechamanchou nontec ha pevar-uguent guech var gant, en traou ordinal ar vuez, an impossibilite ne deo nemet sempldet ar volonlez. Gouezit eta falvezout, hac ec’h ellot ; mes gouezit falvezout bepret ha betec ar fin ; rac mar leusqit al linvier, ar roc’hel a flastro ac’hanoc’h. Un dra gaer eo un debut mad ; perac ? abalamour na promet froues mad. Mes bezit sonch mad ous un dra, penaus ar froues-se na deuont da veza meür aoüalc’h, ha ne dint ar pez a dleont beza, nemet e qement ha ma en em formont hac en em disoloont naturelamant hac hep artifiç. Rac-se, evit ma vezo mad ho labour, e renq ho polontez, ho courach hac ho constanç beza güirion, naturel, hac e teufent diouzoc’h oc’h-unan. Ma en em relachit, ma oc’h eus ezom da veza poulset en ho labour, ec'h avançot fall hac adreus ; rac ar marc’h a zeport ar guentr, na c’hounit qet pris ar redaden.

Songit en se oll, hac agissit en consecanç ; guelet a reot neuze penaus e plenayo an difficulteou dirazoc’h. Sepet gouscoude na vez qet ordrenet ar c’hontrel en decrejou an hini a zispanç an drouc hac ar mad ; rac, va mignonet,

18