Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/210

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
204
ŒUVROU DALIF

Ha dabord, ne cetu qet aze hon feneantis ous en em bresanti evit barri deomp an hent en hon oll antreprenanc ? Ha ne vale-hi qet dioüallet gant e c’honsortet, hon vanite. hac hon dissipation ? Ne deveus-hi qet ivez evit sicour un drouc-speret benac eus a vrô an obstination pe demeus a hini an intourdiri ? Evit nebeut ma clasqin c’hoas, em bezo cavet hep dale un arme pehini a rinqimp da gombati, evit antrepren pet tach mad hac util.

Neuze e teuyo an difficulteou, brassoc’h pe biannoc’h eus an tach memes ; hac e zeo amâ e zeo necesser ar berseveranç, evit nonpas en em rebuti hac evit nonpas mont betec ar but. Guelet a meus meur a hini o commanç, nebeut a meus guelet oc’h echui. An hini a entam tout ha na echu netra, a zo evel ar c’hy a abandon hep cess un tress evit heuill un all ; ne chench qet a ziouc’har, ha peb loen nevez en deus e fresq ; en em epuisa ra e vean, hac e tistro fatic bras, hep beza qemeret netra. Er memes tra eo demeus an inconstant, rac e peb antreprenanç ar gommançamant eo an diessa ; n’en deveus demeus a bep-hini nemet an degout, ha james ar profit ; en em difreza ra evit tenna ar spern, hac e coll ar blijadur da zastum ar fleur. Ur boan inutil eo labourat ur parq, ma na stlaper qet goude greun en erven. Ret eo d’ar prenv neza e glozen, evit ma sortio ar balaven. Mar scuis ar yar da c’hôri, ar re vian na ellint qet diglora.

Ennes a deu a benn eus e dach ; pehini qent