Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/213

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
207
Simon a Vontroulez

ar vertuziou ; rac cetu aze merc’h an nerz, ar baciantet, pehini a deu e-unan mam d’an esperanç ha d’ar resination. An esperanç ! ô va mignonet, beza e zeo bet alies hep douet ho refuch, evel hini an oll dud ; mes, sonjet oc’h eus-hu ervad biscoas petra eo an esperanç ? Ur planqen er pence, ur sqleur en devaligen, ur vouez humen en desert, sonjeson ur mignon en un deiz a valeur, ur muz c’hoarzic demeus hon buguelic paour ebars en e angoni, ha dreist oll, ar sonjeson demeus a un Doue just ha meurbed carantezus var guele ar maro ; cetu aze an esperanç, cetu aze ar c’hompagnun diseparabl demeus an den, eus a behini en deus qement a ezom en e amzeriou a vizer, ha pehini a so bet savet e renq ar vertuziou gant ar religion ar muia consolant evel ar gaera : ar güir religion enfin. Mes, er memes amzer e deveus grêt un dever demeus ar resination ; rac, pa zeo infirm ha marvel an den, e zeo ret dezàn gouzout souffr hac accomplissa e zestinadur. Ar Brovidanç e deveus lavaret : En em sicour, ha me a sicouro ac’hanout ; evelse eo ec’h angach ac’hanomp d’ar gourach ha d’ar berseveranç. Mes lavaret e deus ivez : Gouëz anduri ar pez na elles qet ampech ; evelse eo e prezeg deomp ar baciantet.

Ha remerqit ervad penaus, er baciantet, qement en em gav a so profit. Ar boan supportet gant rêson ha douçder, a so dija diminuet eus an anter ; elec’h ma teu an impaciantet da redoubli ar bouez eus ar zamm ha da ampoesoni