Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/198

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
192
ŒUVROU DALIF

gant rêson n'em boa ezom evit se nac eus a un hano puissant, nac eus a nep fortun nemet al labour, e commancis d’en em studia, d’en em observi, evit dont a ben d’en em hanavezout.

Hoguen, amâ e cavis muioc’h a zifficulteou eguet a sònjen ; ha pa velis e tisoloen bemdez ennon ur sempldet pe un defaut nevez all benac, e sonjis ervad ne voa qet an dra qen êzet evel ma voa seblantet dìn, hac e lavaris diouzòn va-unan : Oh ! oh ! cede aze ur sqiant hac a dalvez aoüalc’h un all, ha n’en deo qet marteze an hini a goust an nebeuta da acquisita. Gouscoude an dra-se oll n’am digourajas qet ; cuntinui a ris, ha, mar deo ret e lavarat dêc’h, e cuntinuàn bepret ; rac ul labour eo a behini na veler james ar fin. Mes tleout a ràn ajouti penaus, seulvui e zear, seul-nebeutoc’h eo dies ; dont a ra memes da veza un ezom, ur jouissanç. Na gredfec’h qet e zeo cazi ur blijadur evidòn, be vech ma tineizàn eus a fonç va character ur greunennic benac a galiteou fall, pere a zisc’hriennàn. Sailla ràn ractal varnezàn gant hast bras, evit en em diambarrassi prima ma zeo possubl, evel dious un amprevan noazus ; hac en em lavaràn gant joa vras : adare, unan a nebeutoc’h.

En despet d’am oll soign, a hend all, e santàn re, va mignonet qer, peguen pell bras oun c’hoas diouc’h ar but da behini e voan en em broposet da dizout ; mes, da viana, erruet oun da c’houzout ar pez a vanq dìn, hac an nebeudic a dalvezàn. Hoguen, clêvet ameus