Pa voan guechal o poursu va studi, e scolach
Crec’h-Joli, pehini a servich da brison
vardro un daou-uguent vloaz benac so, e tisqjot
dìn e voa bet en amzer ancien, e brô ar
Grecianet, seiz den a hanvet fur. An hano-se,
peguement benac ma zoan yaouanqiq, a gavis
goal gaer, hac a excitas ennòn ur mouvamant
a ambition, a behini, pell bras goude, n’em
eus qet bet lec’h da gaout qeuz. Fur ! a lavaren-me
diouzòn va-unan ; mar comprenàn mad ar
pez a sinifi ar gomz-se, na ell beza netra a uz
da ur fur. Petra eta a so ret evit beza ur fur ?
Ha ret e vez caout ur guinidiguez vras ? Bah !
an darn-vuia eus ar re o deus disqet dìn histor
an oll vroyou, na yoant qet muioc’h eguedòn.
Ha ret e vez beza pinvidic ? Allon ta ! Beza e
voa en o zoues da bere em bige grêt an aluzen.
Ha ret eo beza savant bras ? Eh bien ia c’hoas !
Unan eus anezo en deus lavaret e petra e consist
ar sqiant necesser : En em hanavez da-unan.
En em hanavezout hon-unan ! Seblantout a rê
dìn ne voa qet se un dra dies. Laqat a ris eta em
penn da zont da veza ur fur ; ha qendrec'het