Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/196

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
190
ŒUVROU DALIF

deiz varlerc’h e velis tout qæris e caòn oc’h asista en e enterramant.

En eur lezel dìn ar scritjou-se, Simon a Vontroulez n’en deus grêt nemet va institui e sicuter testamantour ; rac dêc’h eo realamant e tleye o lezel, va mignonet lennerrien : evelse ivez ne ràn d’am zro nemet ramplissa un dever, o tont d’o fublia hirio. N’en em bermetìn qet da chench netra enno ; caout a reot enno sonjesonou ha langach Simon a Vontroulez pehini a anavezit dija ; rac Simon a Vontroulez a scrife evel ma comze, bonamant hac hep enclasq. Evidòn-me, m’en em gavo enoret aoüalc'h da staga va hano varlerc’h e hini ; mes ne guemerìn qet evit se an tiltr a autor, evel ameus guelet meur a editor oc’h ober, disclêrourien hac oberourien prefaçou, henvel ous ar guifniden pehini a sònje beza niget betec ar gounabrennou, abalamour ma voa en em peguet ous lost un alc’hoeder, pa nich var eün en ear.


————