Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/195

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
189
Simon a Vontroulez

en e gabinet. Na ancounac’haìn birviqen ar figur venerabl da behini ar gôsni n’en devoa lamet netra demeus e drêjou a franqis hac a vadelez. E dâl hepqen a voa un nebeudic moaloc’h eguet pa rejomp rout assambles, hac e valvennou un tammic guennoc’h.

Allas ! poent e voa dìn arruout, rac un devez benac goude, va mignon côs ha venerabl a voe scòet demeus ar c’hlénved a dleye en anlevi diganén. N’en em abusas qet var e stat ; mes, re gristen mad e voa bet evit guelet ar maro gant spont. Qimiadi a eure dious e dud ha diouzìn gant ar memes laouender evel en devoa goechal pa bartie evit ober e dro, hac ec’h eure e oll dispositionou gant ar memes tranqilite evel a laqaje da arrangi e afferaou evit mont en beach. Neuze eo e c’halvas ac’hanòn etal e vele, hac o veza laqet rei dezàn ur voest cartons, en laqas etre va daouarn, en ur lavarat : « Dalit, va c’hompagnun côs ; cetu aze al legad a ràn dêc’h ; beza e zeus er voest-se paperou pere e zòn en em amuset da scrifa, pa n’am boa netra a velloc’h da ober. Guelet a reot hac én so un dra benac a elfe beza util d’an dud a-fêçon da bere e carrien communica va nebeut a experianç. Ma na servich an dra-se oll da netra a voelloc’h, e vezo da viana ur sonjeson eus hon relation ancien ha carantezus.

Qemer a ris ar voest, hac en dastumis a gostez gant qement a brecaution evel pa vije bet ur yalc’had aour a vije roet dìn. Nebeut goude, va mignon qèz a zerras e zaoulagad, hac an