Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/199

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
193
Simon a Vontroulez

lavaret penaus ar gonscianç-se a so dija ur gommançamant a furnes ; rac se, o veza bet grêt qement a voa possubl dìn, mar marvàn qent beza meritet en oll an hano a fur, e vezo se bolontez Doue, ha nonpas va faut ; mes assuri a ràn dêc’h em bezo bepret gounezet calz, ha ne zeus netra a gollet en un antreprenanç evel va hini.

E qen-câs ma teufe ar memes ambition da unan benac ac’hanoc’h, e zàn da glasq espera dezàn un nebeut a boan, en eur rei dêc’h da anavezout ar principou pere o deveus cunduet va observationou varnòn va-unan, hac ar reflexionou o deveus inspiret dìn. N’oc’h eus nemet presta dìn un nebeut a attantion, ha mar fell dêc’h profita dious va experianç, ec’h ellot mont goude se calz pelloc’h eguedòn-me en hent mad-se. An dra-se a vezo evel ma em bije ho touguet var va c’hein betec an anter eus an hent, hac ho pezo ho tiouar discuis mad evit peur-achui ho peach.


————


Ar c’henta cavaden a ris ennòn, goude beza qemeret ar resolution a behini ez onn o paouez comz, a voe hini ur c’hreunennic ambition a voa en em risclet em ene : cetu amâ penaus.

Ret eo da guenta lavarat dêc’h penaus etoues ar c’hamaradet yaouanq am boa e Montroulez, na gontet qet nemeur o devije grêt qencoulz studi ha me, en hevelep fêçon m’en en gaven

17