Simon a Vontroulez a davas : ar gompagnunez oll, pehini e devoa roet un attantion vras d’e recit, en trugarecâs. Cauzeal a rejot c’hoas un nebeut eus a avanturiou an daou vreur Marcel ; goude se, peb-hini en em dennas d’ar guær, o caç gantàn peadra vad da ober reflexionou evit an nôs.
Antronos vintin, e lavarjomp adieu d’hor mignon person. Ne voa qet hep chagrin vras e quittas Simon a Vontroulez anezàn, ha ne zispartijomp qet dioutàn, hep ober vœuyou ma vez an oll bastoret all hénvel outàn.
Dont a rejomp etrezec Plouezoc’h, hac ac’hane da Blouyan. Penaus, eme Simon da un toullad bugale a voa en ur parq o tastum ar vein a gavent evit teuler en hent, perac e rit-hu an dra-se ? — Ah ! Autrou, eme ar vugale, ar vein-mâ a servich da renji an hent, hac e zomp paeet mad evit hon labour. — Ma, eme Simon, cede aze ul labour a seblant nebeut a dra, hac a ra vad en diou fêçon : tenna ar mein noazus deus ar parq evit o renta util da renji an hent. Allon, a drugare Doue e veler c’hoas meur a action vad.
Pa zisqenjomp deus a Blouyan, dre guichen