Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/184

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
178
Simon

Ꝃanroux, e lavaras Simon dìn, en eur arruout var qæ Montroulez : Cetu amâ ur c’hæ brao, a so plenêt mad, hac a bermet bremâ mont en voetur bete traòn ar rivier. Ah ! pebes boneur, ma vije bet er memes stat, d’ar c’houlz ma erruas hor c’henvroïs maleurus demeus a brisonniou Brô-Sauz ! Mes, n’eus forç : guelloc’h eo divezat eguet james. Sellit ar prajeyer caer-mâ, e plaç pere e voa guechal güele ar môr, pehini a zileze var e lerc’h ul lic’hiden noazus bras d’ar yec’hed. N’en em dromplàn qet, me so sur, oc’h assuri e vezo santet un deiz da zont an ezom da ober ivez ur bourmenaden vrao evel oumâ e costez Sant-Frances, da vont bete Locquenole.

Erruout a rejomp anfin e ty Simon. Pebes joa vras a voe ous e velet ! E dud, e vignonet a zirede en foul da boqat dezàn. Diouc’h-tu e voe roet dìn ul lizer, pehini am c’hemenne da vont evit ar c’henta possubl da Blouigneau da Blougonven, ha d’en em renta e Guerlisqin. C’hoant am boe da bartial diouc’h-tu ; mes na voe qet possubl se, rac forcet e voen da chom da gousqet e ty Simon.

Pa voemp diouc’h taul, evit coannia, goude beza comzet divar benn meur a dra, Simon, ous en em adressi dìn, a lavaras : Arça, va mignon, anzavit hon eus guelet, a drugare Doue, e za bepret ar c’hustumou dre voellât, var ar meaz, peguement benac ma zeo a nebeudouigou. E meur a dy hon eus guelet, ar pez na velet qet guechall, rinça ar picher arauc