Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/182

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
176
Simon

an oll a oboisse dezàn gant calz a blijadur.

Anfin, Louis en deus obtenet neus qet pell, ar brassa enor a ouffe den da bretanti ; dign demeus a oll gonfianç electourien an departamant, e zeo bet carguet da represanti pobl ar Finistèr e cambr an deputeet, e pelec’h en deveus roet exemplou caer eus e garantez evit e vam-brô.

E vugale, savet gantàn e-unan en oll santimanchou an enor hac an honestis, pere en deveus bet én ivez e peb amzer, a ro calz da esperi. Beza e zeo tad eurus, rac bugel mad eo bed ; pinvidiq eo, rac labourer inginus eo bet ; consideret hac enoret eo, rac beza e zeo den a-fêçon hac util d’e vro.

Mont a rit, va mignonet, da lavarat e sermonàn ivez ; mes ret mad eo dìn echui evel ameus commancet, ha rentet d’am oad, n’en em gorriger mui nemeur. Na ellàn qet miret da ober c’hoas ur reflexion benac var sujet an histor-mâ. Pebes tra precius eo an education ! ha pebes maleur e zeo da veza privet diouti ! Guelit Louis ha Jerom ! prosperite unan, degradation ha fin miserabl eguile. Ah ! va mignonet qer, ma oc’h eus bugale, sònjit avichou en dra-se. Na vec’h qet excusabl da neglija education ho pugale, pa fournisser dêc’h peb seurt moyenou da laqat anezo d’e receo. Grit dezo caout doujanç Doue, respet evit al lezennou, ha carantez evit o nessa. N’en em goller qet gant ar seurt conductoret-se, hac ez eo goall dies da nonpas en em egari hepto.