Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/181

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
175
a Vontroulez.

Autrone-se, james Marcel gôs na Bertaud na guittaent an daou blaç a enor a voa bet choaset evito gant o bugale respectuus, ha den ebet n’en devije credet en em offansi demeus ar mercou-se a veneration eus a beurs daou vuguel evit o zadou. Louis na ancouâs biscoas ar pez e voa bet qent dont da veza pinvidiq, ha pell da guzat e baourentez tremenet, e comze eus a se d’ar re-all, evit o c’honseilli da ober evel en devoa grêt e-unan.

Michanç e zeo er bosition se oc’h eus-én en cavet, an diveza guech oc’h eus-én guelet, autrou Person ; mes, pa na ouzoc’h qet ar rest eus e histor, cetu-én amâ.

Louis a rentas calz a servich er vrô, en eur sicour, dre e instruction hac e exempl da anaoudeguez vras labouriou an douar, hac e gommun hanvet goechal Garlantic paour, a so deut da veza unan eus ar pinvidica eus a arrondissamant Montroulez, eviti da veza bian. Pa deuas plaç ar Mêr da vancout, Louis a voe hanvet a ur vouez e general, evel ar muia capabl da occupi ur plaç, qen enorabl, hac e voa qen caret gant tud e gommun, evel ma edo Guy Meriadec, e vignon bras, a behini oc’h eus clêvet comz alies, en e gommun a Ꝃgastel. Neuze en em laqas da evessa pis petra a elle da laqat ober evit prosperite e gommun, ha n’en devoa qen sourci nemet da glasq pep seurt moyen evit ober bonneur an oll. En ur guir, leal e voa en andret peb-hini ; ha dre ma zoat certen na glasqe nemet ober vad,