deguez eus a ur bourc’his mad benac, pere en em occupe calz eus anaoudeguez labouriou an douar. Disqi a re bepret un dra benac e conversation an dud savant-se, hac ec’h eure ivez memes dezàn e-unan, dre an essaou a rê, ur reputation enorabl a labourer habil. Ne ancounac’hâs qet ar marc’hadour a Vontroulez, pa deue en qær. Receo a rê alies en e dy tud eus ar guær hac eus e amezeguez, pere a yê gant plijadur da velet e blantationou caer, e brajeyer hac e oll labouriou, Cresqi a eure e berc’henniach dre un acqisition nevez, hac e laqas sevel un ty simpl, brao, commod, ha pourvezet mad eus an oll draou desirapl. Eno eo en em etablissas gant e vreg, e dad, e dad-caer, hac an daou vuguel en devoa dija. Dies bras e vez en em represanti ur boneur qen parfet evel hini Louis. Penaus na vije-én qet bet eurus ? Ur vreg charmant ha meurbet dign da veza caret en devoa ; pried mad, mam vad, daou vuguel yaouanq eus a bere an education a ye da zont da veza unan demeus he brassa plijadurezou ; e dad, pehini a dleye tranqilite ha consolation e gosni da galon vad e vab vertuzus ; an den honest Bertaud, pehini a jouisse e-unan deus an oll boneur-se, cazi oll e labour : caera compagnunes evit ur galon evel hini Louis ! Laqit gant an dra-se an estim hac an attachamant eus a guement en anaveze. Guelet a rê o tont d’e dy an dud puissanta eus ar vro, pere en em rê un enor da zebri gantàn ous e daul. En occasionou-se, daoust d’ar renq huel a zalc’he an
Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/180
Neuz