Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/179

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
173
a Vontroulez.

mui en em melli eus a netra. En un dorn mad e lezàn an oll draou-mâ, m’en assur dêc’h, ha Louis so hep e bar evit al labour hac ar merit.

An tad Marcel a vouele gant ar joa. Ne c’houlenne qet guell, evel en ententit mad, nemet da veva e velse en famill, ha calon vad Bertaud a echuas da c’hounit anezàn, ha da laqat tevel an oll rêsoniou a roe a enep o brassa desir.

Cetu eta Louis, da bemp bloaz varnuguent, ous en em gaout pried da ur plac’h coant ha fur, ar souten ous e dad, possessour demeus un tam brao a zouar mad, ha fermier demeus a ur ferm excelant.

Vardro an ampoent-se eo ec’h eprouvas varo trist Jerom a red dre oll hac a erru souden ebars an tieguez vertuzus-man. Na zespeignìn qet dêc’h ar gonsternation hac ar glac’har a accablas ar famill en antier, er moment ma hanavejont ar c’helou euzus-se. Tolomp ur voël var an daulen afflijant-se. An isçu terrubl ameus contet dêc’h divarben Jerom a voe ar gounabren uniq a droublas boneur Louis ; mes en troubli a eure en ur fêçon cruel. Tremen a ràn dindan silanç an deiziou-se a gaon hac a vez.

P’en em velas Louis mestr en oll, e credas c’hoas ober muioc’h eguet en devoa grêt diarauc ; rac certen e voa neuze da nonpas beza controliet. Na voe bloavez ebet hep na rê un experianç nevez benac, a bere an darn-vuia o devoa un isçu mad. Mont a rê ur vech an amzer da Vontroulez, e pelec’h en devoa grêt anaou-