penaus : Un devez ec’h antreiz e ty an A. Lédan, Imprimer-Librer e Montroulez, e pelec’h em boa affer. Simon a voa occupet da brena Deveriou ar C’hristen, Curunen ar Verc’hes, Instructionou Christen, An Devez Mad, Abrege eus an Doctrin Gristen, Reglamant a vuez, etc., levriou pere na anavezet qet guechal, hac en deveus publiet divar e goust e-unan e faver an dud divar ar meaz. Simon a zalc’he un tamic cos levr en e zorn : Sellit, emezàn dìn ; cetu aze ul levric dister aoüalc’h, herves an apparanç ; mes, m’en assur, ma ve gouezet an traou caer a zo ennàn, e tiredfe an oll d’er prena. Rac, n’en em dromplit qet : er voestou bian e vez an ongantchou mad. Ne ouffen biqen er meuli re. Mes, dre ma zoun presset, e lavarin hepqen : Prenit Ar Pautr-Côs Richard ; ha da c’hortos, dalit emâ, ha lennit-àn d’ho tud ; bezit certen e viot oll contant, goude beza e lennet.
Conversation vrao Simon a Yontroulez a seblantas dìn qen carguet a furnes, ha qement a lavaras dìn divarben e veachou a voa qen interessant, m’am boe ractal c’hoant da ober ur veach gantan. Justamant en em disposi a rê da bartial evit foar Castel, e pelec’h e c’hoantae en em renta. Goulen a ris outan caout ar blijadur d’e accompagni ; ne c’houllenne qet vell, hac ar pez a voe lavaret a voe grêt. Eus a Gastel en heuillis pelloc’h, hac e rejomp assambles an drô demeus ar pemp departamant a Vreiz, da c’houzout eo : Finistèr, Morbihan, Loir-Inferiol, Isl-ha-Vilain ha Costez-an-Nord. Joa