Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/17

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11
a Vontroulez

rê eün, ous en em souten var e vas a veach.

Simon a Vontroulez a voa bet destinet gant e dad da veza bêleg, ar pez en devoa grêt dezàn studia en e yaouanqis. Mes, goude se, dre n’en em sante qet a vocation aoüalc’h evit ramplissa dignamant ar fonctionou important eus ar stat-se, e sonjas : El leal, emezàn, va zad a zo bet merceric ; he bien, me fell din er beza ivez ; un avantach benac zo bepret o heuill micher an tad. — Gouscoude, Simon en devoe hep-cess d’en em veuli, etro pad e vuez, demeus an instruction a behini en devoa profitet. Guelet a rê güelloc’h qement a voa, hac ec’h anaveze peb tra dre e speret parfet. An inclination en devoa conservet evit al lectur a brocure dezàn alies ur blijadur agreabl hac util : avichou memes e zeo en em aviset da scriva ar pez a droe en e benn, p’en deveus bet lêzet e afferaou amzer aoüalc’h dezàn evit se.

An discadurez-se a voe hepqen an oll fortun a lezas dezàn e famill. Mes an heritach-se a dalvez muioc’h eguet calz a arc’hant, rac procuri ra ar voyen da c’hounit, elec’h an ignoranç na gundu nemet d’e goll. Gouzout a rê se ervad, an tad Simon, rac na heane da c’houlen ous qement den a gave : — Caç a rit-hu ho pugale d'ar scol ? Bezit soign mad d’o c’haç : ennes eo ar c’haera presant a ouffac’h rei dezo. Ma na ouzont netra, o devezo bepret ezom eus a re-all, hac e vezint tromplet alies.

Mont a rit da c’houlen diganén penaus ec’h anavezàn qencoulz an tad Simon ; cetu amàn