bras am boe, rac credi a ràn beza profitet eus a gonseillou va c’hamarad veach. Mes evel na garfen qet beza va-unan hepqen o profita diouto, e zàn, va mignon lenner, da gonta dêc’h ar pez ameus gallet delc’hel eus va beachou.
Simon a Vontroulez a ya da foar Castel, e pelec’h e rancontr c’hoarierien dinçou, mil-a-câz, flu, ha meur a c’hoari all a hazard difennet, charlatanet, etc.
Calz a dud a voa e foar Castel ; darn a verze, darn all a brene, hac oll gouscoude en em glêmet dious an amzer dies a rene.
Qerqent ha ma parissas Simon, e tiredas calz a dud pere en anaveze, d’en em laqat endro dezan. Dre ma voa fontet mad e reputation a honestis, en devoe buan guerzet ar varc’hadourez a dleye guerza, ha prenet ar re a bere en devoa ezom ; rac an afferaou so prest renget gant an dud zo anavezet evit nonpas trompla den, na beza tromplet o-unan. Neuze ec’h ejomp da bourmen dre ar foar. Simon a arrête bepret el lec’h ma voa foul. Ah ! cetu c’houi eta er vro, tad Simon ! a lavaret dezàn. Eh bien, penaus e za an afferaou ? — Eleal, eme Simon, mad aoüalc’h ; gousout a rit ervad e zòn bepret contant, ha n’en em glêmàn james. — Eurus
2