Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/159

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
153
a Vontroulez.

devoa bepret an esperanç da denna un dra benac dioutàn, a guemeras hent Rosporden, en eur vale goustadic, evit rei amzer d’ar fourrier da erruout gantàn. Ne voe qet pell-amzer hep e velet, e sac’h var e guein, hac o cana eus a greiz e galon. E voant tost da Sant Divy, pa en em rancontrjont. — Ah ! cetu c’houi aze, camarad, eme ar fourrier ? Petra a c’hortosit-hu ? Credi a ren ac’hanoc’h abaoue ar mintin-mâ var hent Montroulez. — Chenchet e meus a sonjeson, eme Jerom : c’hoant a meus da vont ganêc’h da Roason, ha d’en em angaji en ho regimant. — Realamant ? Eh bien ! guell a se. Ur pautr vaillant oc’h, hac e caràn calz an dra-se. Mont a rimp hon daou assambles, pa zeo evelse. Allòn, an avant : march !… Me bresanto ac’hanoc’h d’am c’habiten.

Cetu int o daou en rout. Arruout a reont e Roason. Jerom a so presantet hac angaget. Guisca a ra an uniform, qemer a ra ar fusuill, hac e commanç ober an exerciç. An deveziou qenta e zê mad aoüalc’h ar bed ; Jerom en devoa touchet ar pris eus e angajamant ; gonezet en devoa ivez un nebeudic arc’hant o c’hoari dinçou gant unan benac eus e gamaradet nevez, ar pez a rê dezàn nonpas sònjal nemet d’en em amusi gant e arc’hant, hep en em ambarrasi eus ar rest. Ne voe qet pell evit anavezout ha choas da vignonet ar sujedou falla eus ar regimant.

An deveziou ma n’en em gave qet a servich, e rede gant e gamaradet d’an hostaliriou ha