Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/158

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
152
Simon

dre n’en deo qet felvezet dit heuill un avis mad ; ne meus qet a c’hoant gouscoude da lezel ac’hanout hep liard, ous en em guittat. Varc’hoas vintin, divar va zeg scoet, e paein hor scoden, hac e partajimp ar rest evel daou vreur mad. Neuze e lavarimp adie an eit d’eguile.

An arranjamant-se a blijas calz da Jerom, pehini en acceptas gant joa vras, en eur drugarecât gant ur c’hoarz goab e vreur generus, Grêt e voe se, evel m’en devoa Louis proposet, ha da c’houlou deiz hon daou bautr yaouanq a boqas an eil d’eguile, ha pep-bini a guemeras un hent differant.

Hoguen bremâ, eme Simon a Vontroulez, pehini demeus an daou vreur a fell dac’h-hu a heuillfemp ?

Credi a ra dìn, eme ar Person, e zeo guelloc’h en em diambarrassi ractal eus a Jerom, rac guelet a ràn dija ec’h êchuo fall.

Eh bien eta, Simon, guelomp eus a betra e teuas Jerom.





CHABISTR XXXV.


Cuntinuation Histor an daou vreur Marcel, contet gant Simon a Vontroulez ; cundu fall ha fin truezus eus a Jerom.


Jerom, pehini na golle qet ar guel eus ar fourrier, eme Simon a Vontroulez, hac en