Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/157

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
151
a Vontroulez.

lipas e vuzellou. Ur frippon fin e voa, hac a vouie pelloc’h eguet beg e fri en tu-al d’e vignon nevez, hac en devoa disqet en e c’harnisonou troyou filout. Rei a ra da gredi da Jerom en devoa ivez arc’hant, hac e proposas dezàn c’hoari ur barti flu. Jerom ne voa qet den da refusi, hac evel an dud sot na douetont eus a netra, e vel dija en avanç e arc’hant cresqet eus an anter ebars en e yalc’h.

Louis en devoa clêvet ar broposition-se, hac en devoe aoun. Falvezout a reas dezàn prezeg d’e vreur ; mes recevet fall e voe, hac e renqas tevel.

Cetu eta hon daou c’hoarier anganjet er barti. Na badas qet pell : abars nebeut e voe disec’het yalc’h Jerom, ha dre se privet demeus e oll ressourç. Prest dìn arc’hant, emezàn da Louis, ma trappìn ar pez a meus collet. Louis a respontas fermamant nan. Neo qet falvezet dit va selaou ; bremâ e cavi mad ma vezìn bouzar d’as coulen, ha ma virìn va arc’hant.

Carantez ar fourrier a yenâs buan, pa velas n’en devoa mui Jerom a arc’hant. Quittat a reas anezàn, en eur reqeti dezàn nosves vad ha chanç en amzer da zont, hac e yas da gousqet.

Pen em gavas an daou vreur o-unan, Louis a lavaras da Jerom : Va breur, guelet a ràn ervad na ellimp qet mont assambles. Hon fêçonniou d’en em gundui n’en dint qet henvel etrezo, ha ne alfent biqen beza. Guelloc’h eo deomp calz en em separi ha clasq fortun peb-hini deus e gostez. Collet ec’h eus da arc’hant,