Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/156

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
150
Simon

venerabl a chommas da zellet outo qen n’o gueljont mui.

Louis a voa trist meurbed. Jerom en devoa ivez an ear da sonjal epad ur pennadic amzer ; mes souden e teuas ennàn e-unan, hac e commanças da gauzeal da guenta, en eur lavaret d’e vreur : Mont a reomp da Vontroulez, neo qet güir ? — Ia. — Petra a gontes-te ober eno ? — Nouzon qet. — Ret eo gouscoude sonjal en se. — Guelet a rìn. — Evidon-me, an occasion am decido. Amzer am bezo da sonjal en se, pa n’em bezo mui a arc’hant. — An dra-se na zaleo qet, paour-qèz Jerom : lennet emeus en un tu penaus ar vugale hac an dud foll a sonch gante e tle uguent livr hac uguent vloaz padout atao. — Clêo ta, va breur, tao gant da Sermon, me ped. Bras aoüalc'h oun evit gouzout petra da ober. — Ma, na lavarìn mui netra.

Goude beza baleet mad, hon daou beacher a erruas da ser-nos e Qemper, hac e chomjont eno da loja.

Beza e voa calz a dad en hostaliri. Jerom a remercas en o zoues ur fourrier, pehini a yê da Roason da rejoigni e regimant. Ar fourrier-se n’en devoa qet fêçon ur sujet mad ; evelse ivez ne voe qet pell evit ober anaoudeguez gant Jerom. Abars un heur amzer e voent camaradet, hac e content o afferaou an eil d’eguile, evel daou gonsort ancien na dalveze qet muioc’h an eil eguet eguile. Ar fourrier o c’houzout en devoa Jerom un dec scoet en e c’hodel, a