d’an tyes fall, ha ne antree er c’hasarn nemet gant un ezom bras da gousqet.
Qementse na elle qet padout goall bell. Humor vad Jerom a gommanças da ziminui assambles gant e arc’hant ; ha pa voe golonteret e yalc’h, na gavas mui a lec’h da c’hoarzin. Ah ! diantre, emezàn, neo qet an dra-ma a falveze dìn. Evit en em amusi eo e zon en em rentet soudard. Contant oun da ober an exerciç ha da vonti va c’hard, mes e condition ec’h ellìn en em amusi : anes se, bit gant an diaoul fusuill, sac’h ha gibern !
Jerom, evel a ouzoc’h, a voa en em habituet da gaout mad peb moyen evit contanti e c’hoantjou. Hoguen er circonstanç mâ, hep en em rei ar boan da glasq hac én ne voa qen moyen evit caout arc’hant nemet laeres, e sònjas e voa unan ar c’homotta eus a dout, hac en em decidas d’en laqat en implich, hep nep scurpul. Ober a eure gouscoude ur reflexion pehini a zisqeuz ne voa qet privet eus an oll brudanç : mont a ràn da laeres va c’hamaradet, emezàn ; ma en em appercever eus a se, ec’h alfen ervad beza qemeret ha fusuillet, ha n’en deo qet se evit güir ar pez a fell dìn. Ma feiz, goude tout, ar vicher a zoudard na gonven qet dìn nemeur : greomp ur yalc’hadic ha discampomp.
Ar resolution gaer-se ur vech qemeret, ne sònjas mui nemet e laqat en execution, ha cetu amâ penaus. Remerqet en devoa ar soudarded pere a zastume piz an arc’hant a c’honezent, pe o venagi var o fae, pe a labourat en qær