Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ





SIMON A VONTROULEZ,


PE


AR MARC’HADOUR MERCER.




CHABISTR QENTA.


Petra eo Simon a Vontroulez.


« Men a ruill na zastum qet a guinvi, » eme ur proverb ancien, a meus clêvet va zad-côs o repeti alies ; an dra-se so evel pa lavarfet n’en em binvidiqer qet nemeur o chanç a blaç hac o redec ar bed. Evelse ivez, Simon a Vontroulez, pehini a veache abaoue daou-uguent vloaz eus an eil foar d’eben, gant ur marc’h sammet eus a zaou vaniqin carguet eus a varc’hadourez, ne voa-én qet deut da veza goal binvidic er vicher-se ; mes gounezet en devoa ennan an experianç, pehini a dalvez aour, rac beza en devoa daoulagad ha diouscouarn mad ; guelet en devoa calz a vroyou, calz a dud, ha clevet calz a draou. E vemor a voa excelant, en hevelep fêçon m’en devoa sonch mad eus a guementse ; hac evel m’en devoa Doue favoriset anezàn eus ur sqiant eün hac eus ur speret just, ec’h elle rei da bep