Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Pa vezo ur poent a admiration ! achui da lenn ar gomz diarauc evel pa lavarfet gant glac’har : O va Doue ! pebes maleur ! pe evel ma lavarfet gant autorite : Peoc’h aze ! pe evel ma lavarfet gant joa : Ah ! brassa levenez a zantàn ! ze oll hervez ar circonstanç.

Pa vezo ur poent a interrogation ? e rencor lenn evel pa lavarfet : Compren a rit-hu ? rac ar merq-se a zo bepret evit interrogi.

Bremâ e zeus ur merq evellen — evit miret na vez repetet re alies ar gomzou inutil a n’en-ma-n’en, ha pa chencher a interlocutor.


————