Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ





AVERTISSAMANT


EVIT DESQI LENN AL LEVR-MA ERVAD.


————


An darn-vuya eus al Ievriou brezonec a vez lennet evel ma lenner ul lizer, ur recit, ur c’hontrad, etc. ; mes al levr-mâ, dre ma zeo reizet e form a zialog pe a gonferanç, a exich ur fecon expres, evit laqat compren guelloc’h ar pez a zo ranfermet ennàn. Rac-se e zeus songet, evit ar guella, explica ar güir reol hac evit e lenn evel ma zeo dleet, hac evit laqat e gonceo ervad.

Ret e vezo eta d’al lenner :

Be vech ma cavo ur poent evellen . arrêti un nebeud, evel pa n’en devez mui netra da lavarat.

P’en em gavo gant ur virgulen , arrêti un tamic nebeutoc’h.

Pa velo ur poent-virgulen ; arrêti, un nebeud muioc’h eguet evit ar virgulen.

Pa erruo daou boent evellen : arrêti evel evit ar poent-virgulen, mes gouscoude evel pa en defe c’hoas un dra benac da lavarat.

Pa ziguezo meur a boent … arrêti crac, evel pa droc’hfe un all dezàn ar gomz, pa n’en defe qet c’hoas echuet da lavarat ar pez en devoa c’hoant.