Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/16

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10
Simon

hini conseillou mad. N’o esperne qet en effet da zen, ha n’en devoa qet a vrassoc’h plijadur eguet ar gonversation ; marteze memez, ec’h ellet e dremen evit ua nebeudic bavarder. Qementse na ampeche qet ar re en selaoue d’en em gaout ervad eus a se : rac ellout a eller lavaret penaus an hini a selaou, a implich alies guelloc’h e amzer eguet an hini a gauze. Evit feat eus a Simon a Vontroulez, na implije qet fall e hini en eur gauzeal, pa zeo güir, er c’hontrel, na lavare nemet traou sqiantus, eus a bere ec’h elle an oll profita, ha demeus a hend all, qent eguet en em laqat da gauzeal, en devoa pell-amzer sellet ha sellaouet.

Petra benac ne voa qet goal binvidic, e damic commerç en devoa gouscoude procuret dezàn ar voyen da sevel ur famill nombrus aoüalc’h, ha da veva en e-unan en e eaz. Hoguen, evel na zê qet e zezirou en tu-all, e zoa parfetamant eürus, hac e clêvet alies anezàn o lavaret ne zeus güir baour nemet an hini a c’hoanta muioc’h eguet na ell caout. Cuntinui a rê da labourat, da redec ar foariou, en despet d’e oad dija avancet ; rac lavaret a rê c’hoas ne zeus qet a vrassoc’h adversourien d’ar bonheur ha d’ar yec’hed, eguet an didalvoudeguez hac ar feneantis. Evelse an tad Simon a voa leun a yec’hed, gant e benn moal ha gant an nebeudic a vlêo guenn a chomme endro d’e ziouscouarn. E visach a voa atao laouen, hac e ziou chaud rus ha lard a rê mil blijadur da velet. Douguen a rê e gôf bras gant calz a êzans ; bale a