Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/148

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
142
Simon

clasqet da laqet da gueza var e nessa ; penaus an avaricius a varvo gant an ezom, goude beza refuset e zemaurant d’ar paour. An hini a sco gant ar c’hleze, a berisso dre ar c’hleze ; da lavaret eo, an den en em abandon d’ar feneantis, a zanto poez ar viser ; an hini en em lèz da vont d’an didemperanç, a berisso victim eus e zebochou ; an hini en em abandon d’ar goler, a verito coler Doue hac hini an dud ; an hini a gar ar venjanç, a denno varnezàn e-unan venjanç an ên ha venjanç an douar. An hini a sco gant ar c’hleze, a berisso dre ar c’hleze ; da lavaret eo, an hini en devezo grevet a vezo grevet d’e dro ; an hini n’en devezo qet sicouret e nessa, pa en devije guelet anezàn o souffr, a souffro d’e dro, ha ne gavo sicour den ebet ; an hini a gassayo an dud, a vezo cassaet ganto ; an hini a bersecut ar re-all, a vezo persecutet ; se eo, va bredeur, se eo ar pez en deus c’hoarvezet d’hon Zalver lavaret d’e abostol, en eur adressi dezàn ar c’homzou-se. Guelet a rit peguement a vouirionezou terrubl so ranfermet en nebeut comzou-se. Mes gallout a rêr disolo ivez comzou meurbet consolant, ha calz courajus. Rac, mar teu ar viç da bunissa ar viç, ar vertuz a recompanç ivez ar vertuz. Bezit sonch penaus, mar bezit humbl, e vezot savet ; mar doc’h charitabl, e cavot induljanç ha protection eus a bers ho preudeur. Carit ho nessa, evit ma vezot caret gantàn. Roit d’an hini en deus ezom, ha mar teuit da vancout,