Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/147

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
141
a Vontroulez.

blaç ? — A greiz va c’halon, eme Simon.

Cetu Simon a Vontroulez o laqat ur surpilis, hac o vont d’en em blaci ous al lutrin, el lec’h ma commanç da gana gant ur vouez ar gaera, ar pes a ravissas calz plouganaouis. Biscoas n’em boa er guelet o ramplissa un hevelep fonction, hac e voen sebezet oll ous e glêvet. Mes ar pez a ras ur blijadur vras din, e voe sermon an A. Person, demeus a behini e zàn da ober va fossubl evit rapporti dêc’h ur passach benac.

« Jesus-Christ, emezàn, a ordrenas da Sant Pêr dastum e gleze en e fouros, hac a lavaras dezàn penaus an hini a scoje gant ar c’hleze, a berisje dre ar c’hleze. Compren a rit-hu, va breudeur, ar pez so ranfermet er c’homzou-se ? Ne sinifiont qet hepqen penaus ar c’hleze a venjo an drouc en devezo grêt ar c’hleze. Ar c’hleze a so amâ ar viç hac ar goal inclinationou. Hor Mestr divin a so falvezet dezàn rei ur guentel d’an oll, ha disquez dezo e vezo punisset ar viçou dre ar viçou, ha penaus an inclinationou fall a guz dindan ur voël tromplus ur poeson marvel. An hini a sco gant ar c’hleze, a berisso dre ar c’hleze ; da lavaret eo penaus an den orgouillus a vezo humiliet dre driomph ar re-all, penaus an anvius a vezo difrezet gant an disesper a zanto o velet an isçu vad eus ar re-all. An hini a sco gant ar c’hleze, a berisso dre ar c’hleze ; da lavaret eo penaus, an droug-prezeguer a deuyo e-unan da veza an objet eus ar gassoni hac eus an disprisanç en devezo