oferen-bred. Simon a Vontroulez na vanqe james an deiz-se da vont d’an oferen, el lec’h m’en em gave. Calz a dud a voa var ar blacen, ha Simon a chommas un nebeudic da gauzeal gante. Piou so Person amâ, eme Simon ? Ah ! emezo, ni hon eus un tad mad evit Person. — Ia ; mes peseurt hano en deus ? — An antrou Roux. — An A. Roux ! eme Simon, en eur sailla gant joa. Gouzout a rit-hu eus a belec’h e zeo guinidic ? — Demeus a Locquenole ; mes bet eo ivez chaloni en ilis ar Vur, e Montroulez. — Oh ! eme Simon, pelec’h e màn ? Lavarit dìn buan, ma zìn d’e velet, — Er secristiri eo e cavot anezàn. — Simon a saillas er vêred hac a redas d’ar secristiri, ha me var e lerc’h. — Bonjour, autrou Person, emezàn ; sonch oc’h eus-hu eus a Simon a Vontroulez, pehini en deveus bet an enor da zisqi lenn ganec’h ? — Ia certen, sonch mad ameus. — Eh bien, cetu én amâ : me eo, autrou Roux. — Ha possubl ve !… — Me va-unan. O veza bet clêvet hoc’h hano, e zeo falvezet dìn dont da bresanti dêc’h va respet. — Contant bras oun d’ho quelet, Simon qès, hac alies e meus desiret gouzout a betra e voac’h deut. Embêr hor bezo calz a draou da gonta ; mes tostât a ra poent an oferen-bred. Oh ! va Doue : gallout a rit-hu renta dìn ur servich ? Gouzout a rit-hu bepret cana ? — Ia, autrou Person ; na meus qet ancouêt qentelliou an A. Serm… — Va chantr a so clàn hirio, eme ar Person. Ober a rafech-hu dìn-me ar blijadur da vont da gana en e
Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/146
Neuz