hac a zisqo d’ho puguel beva en graç Doue, a royo dezàn an oll exemplou eus ar vertuziou christen, hac ar voyen, un devez da zont, da c’hounit e vuez evel un den honest. Demeus ho costez, grit bepret ho possubl evit cuntinui da veritout madelez an A. Person. Mil boneur a reqetàn dêc’h tout. Qen a vezo ar c’henta.
Simon a Vontroulez a antren e secristiri Plougaznou, a gav ur gonnessanç ancien, a gân diouc’h ar lutrin, hac a zelaou ur Sermon.
Pigna a rejomp eta da Blougaznou, goude beza bet o lavarat hor pedennou en ilis Sant-Yan-ar-Bis.
Noc’h eus qet ancouêt, me gred, va mignon lenner, ar pez ameus lavaret dêc’h e commançamant al levr-ma, penaus Simon a Vontroulez a voa bet destinet d’an etat a vêleg, hac en devoa grêt guechall ur studi benac. Hanavezet en devoa d’an ampoent-se, meur a zen yaouanq pere a voa gantàn e scolach Crec’h-Joli, e Montroulez, e pelec’h e voa an A. Gelin principal, a bere darn eus anezo a voa en em rentet bêleyen. Falvezet eo bet dìn digaç deoc’h sonch a se, evit na vijac’h qet estonet eus ar pez a erruas gant va c’hamarad en eur erruout e Plougaznou.
Ur zulvez vintin e voa, un nebeut qent an