Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/149

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
143
a Vontroulez.

e cavot ar pez ho pezo placet evelse. Bezit sobr ha chast, hac e conservot ho yec’hed hac ho nerz. Laqit eves mad ous ar vedisanç hac ar guevier ; qemerit difen ar re a vezo attaqet, ha, mar tiguez dêc’h beza un deiz attaqet oc’h-unan, ne vanqot qet a zifennerien. Na rit droug da zen, nonpas memes d’hoc’h adversour, ha grit ar muia a vad a ellot ; neuze e vezot contant diouzoc’h oc’h-unan : ho cousqet a vezo tranqil, ho puez a vezo peoc’hus, an dud oc’h estimo, ha Doue ho recompanço. Qement a lavaràn dêc’h, eo Jesus-Christ en lavar dêc’h, hoc’h Autrou, pehini so falvezet dezàn partaji ho miseriou, ha pehini en deus roet dêc’h en e vuez, an exempl eus an oll vertuziou, a so bet persecutet, hac en deus pedet evit e vourrevien, evit ma pardonje e dad dezo evel ma pardone én e-unan dezo. Imitit ho Salver, va breudeur, hac e vezot eürus er bed-mâ, da c’hortos caout ar boneur a so reservet dêc’h en eternite. »

E fin an discours-se, e pehini an A. Person a lavaras c’hoas calz a draou mad all, eus a bere n’em eus qet ellet delc’hel sonch, ec’h examinen figur Simon a Vontroulez. Seblantout a rê dìn e voa charmet eus ar pez e voa o paoues clêvet. Ar fêçon en devoa da dremen ha da zistremen un dra benac en e benn ; disqi a rimp ivez un dra benac, mar lennomp ar chabistr amàn varlerc’h.