Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/141

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
135
a Vontroulez.

ret qemer tri pe bêvar vî, terri anezo, dastum ar guenn, o mesqa hac o laqat en ur banne mad a zour, en eur vesqa tout assambles ; neuze lounqa an dra-se ; goude se e zeo ret ober ar possubl evit dislounqa, ha ma na eller qet, e vezo qemeret diou c’hreunen emetiq, mesqet en ur verennad dour, goude petra e vezo ellet qemer a nevez guenn viou mesqet gant dour ; neuze an emetiq, goude anfin daou onç heaul ricin hac eul lavamant benac, ebars pere e vezo soign da laqat ul loyad benac a heaul olives. Anfin, mad e vezo, ma en em disqeuz ur merq benac a irritation, laqat qemer ur beign, ur botion calmant, mar d’oar tost d’an apotiqerez, hac ur boesson rafrêchissant, pehini a vezo sicouret demeus a ur voaderez dour benac, pere a vezo placet e creiz an estomac.

An oll remejou-se so mad, en defaut a vedecin ; mes netra na ell ramplaci e bresanç.

Plijet gant Doue n’ho pefe biqen ezom da implija ar remejou-se evidoc’h : se a reqetàn dêc’h oll, va mignonet, ha nosvez vad da bep-hini.





CHABISTR XXXII.


Simon a Vontroulez so test eus un avantur nôs, e pehini e veler ar suitou horrubl eus ar goler.


Un affer hor boa en Guimaëc, hac hon dalc’has eno betec an nôs. Abret ec’h ejomp da gousqet. Vardro anter-nôs e voemp difunet gant