Ret eo dabord transporti an den a vez er stat-se ebars en ty qenta, en divisca, hac e asten var ar c’holo.
Rei dezàn ul lavamant dour yen ebars pehini e vezo laqet peder loyad güinêgr ha qement all a haulen gros, pehini a vezo laqet da deuzi mad ; al lavamant-se a vezo repetet eus an eil anter-heur d’eben.
Frotta tout corf an dén clàn gant un tam mezer gloan, trempet ebars er güinêgr.
Qerqent ha ma ello lounca, e vezo grêt dezàn qemer ur bannac’hic the scàn ; ebars peb tassad e vezo laqet un tamic sucr hac ul loyad güinêgr, pe ar ju demeus un anter citroncen. E defaut a d’he, ec’h eller ober limonad, en ur laqat güinêgr gant dour yen bete ma teuyo da veza treinq agreabl, hac oc’h ajouti sucr pe mel.
Ar c’hlànvour o veza deut ennàn e-unan, a vezo laqet ebars en ur güele, had e vezo soign da lezel e benn dizolo, ha d’en delc’hel huel.
Ur medecin benac so hac a gommanç dre rei un emetiq d’an den meo-maro ; mes ar remed-se a seblant dangerus, rac istre an difficulte da laqat e guemer, ec’h eller cresqi stàncadur an empen, hac an anflamation dija re vras eus an estomac.
Commanç a ra beza divezat ; mes qent eguet en em guittât, eme Simon, e zàn c’hoas da lavarat dêc’h ur remed var an ampoesonamant occasionet gant ar verdegri. Var ar meaz oc’h eus bassinou coëvr ; laqit eves mad ha selaouit :
Pa en em ampoesoner gant verdegri, e zeo