Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/139

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
133
a Vontroulez.

chlorur-raz, neuze dêvit ar gouli gant ur bluen trempet ebars en heaul vitriol, amann antimoan, pe autramant un houarn tommet bete beza guenn. Ur vech an dêvaden grêt, pansit ar gouli gant ur bluen goarnisset a chalpis induet a cerat ; laqit an den clàn en e vele, ha goloit-àn calz. Clasq a reot d’en laqat da c’hoezi, en eur rei dezàn da eva un anter-taçad dour-sco, tom, bep anter-heur, ebars pehini e vezo laqet eiz pe zeg taqen amoniac. Mar deo ar blesseur er visach, pe er c’horf, e zeo impossubl laqat ur banden lien ; mes, er c’hâs-se, e voalc’her ar gouli, ar c’henta possubl, gant chlorur raz, hac en laqer da zivoada, en eur applica varnezàn ar ventouz, ma ouzer en ober. Neuze e voalc’her a nevez ar gouli gant chlorur raz. Goude e vez dêvet, evel ameus en lavaret dija.

Ar memes soignou a gonven ivez e câs ma vet bet flemmet gant ul loen binimus benac, evel a c’hoarvez an aer-viber, etc.

Cetu ama ivez ur remed, eus a behini na vez ezom maleurusamant nemet re alies da laqat en implich :

An abus a rêr eus ar güin-ardant a brodu dabord ar vezventi ; mes mar deo douguet an abus-se d’an exces, e tremener qerqent da ur stat a c’hourdadur hac a insansibilite, pehini a so hanvet maro apparant.

N’eo qet rar rancontri var an hentchou tud cazi maro gant re gorfad, da lavaret eo, privet eus o oll sqiantchou, dre an exces eus ar boesson, hac a c’houlen sicour an humanite.

12