Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/138

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
132
Simon

tout, en em hasta da denna deus e c’houg ar pez er moug. Ar medicin a lavaro hac én so ret e voada.

Lavarit deomp ivez, eme un all, tad Simon, ha ne zeus nep moyen da rei sicour da un den a vez cavet scornet ?

Eo, eme Simon : ar c’henta tra da ober da un den scornet ; e zeo d’en divisqa ha d’e frotta gant erc’h pe gant scorn ; goude se gant dour cazi scornet, a nebeut a nebeut evelse betec an dour tom. M’en deus an den scornet collet e respiration, e vezo grêt dezàn evel d’an hini beuzet, o qemer soign hepqen d’en frotta gant dour yen mad da guenta, betec aruout gant an dour clouar. Ma n’en deus nemet ur mempr scornet, na dleer frotta nemet ar mempr-se, er fêçon m’hon eus lavaret : Dangerus bras e vez tostât ur mempr scornet d’an tân, arauc er beza rentet soupl ha clouar.

Mes, tad Simon, eme un den yaouanq, estonapl bras eo na vez qet cavet ivez nep remed evit ar re o deus ar maleur da veza bet croguet gant ar chass clàn !

Pa vez bet ur re benac croguet gant ur c’hy clàn, eme Simon, e renqer clasq ractal ur medecin, ha dre brecaution, evit e c'hortos, hasta pront da ober ar pez e zàn da lavarat dêc’h :

Amarit ar mempr croguet etre ar galon hac ar blesseur, laqit ar gouli da zivoada, goüalc’hit-àn neuze gant dour fresq ; pa vezo peur-nettêt, goualc’hit-an a nevez en un dissolvanç